Mont d’an endalc’had

Afrika an Norzh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Afrika an Hanternoz)
Afrika an Norzh
ranndir, cultural region
Rann eusAfrika, Middle East and North Africa Kemmañ
KevandirAfrika Kemmañ
Lec'hiadurAfrika Kemmañ
Daveennoù douaroniel30°26′27″N 9°40′54″E Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of North Africa Kemmañ
Map
  • ██ Afrika an Norzh hervez termenadur ABU
  • ██ Broioù ouzhpenn, e-keñver an douaroniezh
  • Ur ranngevandir dibar a vez graet eus Afrika an Norzh (a-wechoù: Norzhafrika) abalamour d'an douaroniezh ha d'an istor. Dezerzhioù ar Sahara ha Nubia a ya eus ar Meurvor Atlantel betek ar Mor ruz hag eo diaes eo treuziñ anezho ken ez eus ur seurt harz diwelus war-zu ar Su.

    Broioù enni

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Hervez ABU emañ e-barzh:

    Hervez an douaroniezh e vefe e-barzh ivez:

    A-wechoù e vez lakaet e-barzh:

    An inizi Azorez ha Madeira (e dalc'h Portugal), an inizi Kanariez ha kêrioù Melilla ha Ceuta (e dalc'h Spagn) a zo lodennoù eus Afrika an Norzh ivez, daoust m'emaint en Europa ent-politikel.

    Disheñvel-tre istor ar pobloù dispartiet gant ec'honderioù digenvez ha digevannezus, ec'honadoù traezh ha kerreg divent enno. Dont a ra war-wel pobloù Norzhafrika e mare ar Fenikianed kozh pa staljont trevadennoù, Kartada (Kart hadasht = Kêr nevez) an hini bennañ (war-dro - 814). Goude kresk ha digresk galloud Kartada e teuas amzer ar Romaned pa gemeras he bro Scipio Africanus (212 kt JK|- 212). Eus tiriad Kartada (hini Tunizia hiziv) ec'h aloubas ar Romaned tiriadoù rouantelezh berber an Numided (darn eus Aljeria hiziv) e - 48. E Kornôg Norzhafrka e oa ur rouantelezh verber all, anvet Mauretania gant ar Romaned. Pa voe aloubet ganto e -40 ez eas Mauretania d'ober div broviñs, ar Mauretania tingitania (kêr-benn: Tanja) hag ar Mauretania kezarian (kêr-benn: Kezarea, Cherchell hiziv) ha goude e voe krouet ur Mauretania sitifian (kêr-benn: Setif.
    E Reter Norzhafrika emañ Libia hag Egipt, met lodenn an dezerzh a ya betek aod ar Mor Kreizdouarel a zo un harz diwelus all evit dispartiañ al lodenn gornôk eus Norzhafrika hag al lodenn reter etre Tunizia ha Libia. Setu perak e vez implijet ar gerioù arabek evit Kornôg en tu (ar Maghreb) hag evit Reter en tu all (ar Machrek). Goude aloubidigezh ar Vandaled (Vvet kantved) e kouezhas Norzhafrika dindan beli ar Vizantidi (VIvet kantved) hag hini an Arabed (VII-VIIIvet kantved).
    Pa oa bet gounezet ar rannved d'ar feiz kristen war-dro an IIIe kantved, ha ganet e Thagast (Souk-Ahras) [[|Aogustin Hippo|sant Aogustin]] (sanctus Augustinus), eskob Hippona ha doueoniour, e troas ar relijion da hini an Arabed, an Islam, hemañ chomet relijion Norzhafrika a-bezh hiziv.

    Koulskoude e oa pell Norzhafrika eus kreizenn an Islam e Damask hag e Baghdad hag khalifed distag (roueed gant galloud relijiel) a zo bet en Egipt (kalifed fatimat betek an 12vet kantved). Roueed Maroko a aloubas Spagn ha Su Bro-C'hall (VIIvet-VIIIvet kantved), met tamm-ha-tamm e oe skarzhet kuit gant ar Spagnoled (diskar rouantelezh Granada e 1492). Padal ne chomas ket distag ar broioù all diouzh ar bed muzulman pa zeuas an Durked a-benn ren Aljeria, Tunizia, Libia hag Egipt (XVvet-XVIIvet kantved). Koulskoude ne c'helle ket an Durked mirout na ve morbreizherien berber mistri war meur a borzh en Aljeria ha Tunizia. (Sellet ouzh Kheir-ed-Din)
    Dinerzhet gant brezelioù e Bro-C'hres (1823) hag e Roumania ne c'hellas ket sultaned Turkia mirout ouzh Bro-C'hall, Bro-Saoz hag Italia a glask lodennañ Norzhafrika etrezo. Aloubet e voe Aljeria gant Bro-C'hall e 1830 hag Egipt gant Bro-Saoz (1840) tra ma kemere Italia Bro-Libia e 1912.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.