Mont d’an endalc’had

Ch

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Un divc'hrafenn latin eo Ch, ch, implijet evit skrivañ meur a son kensonennel hervez ar yezhoù:

Distagadur

E brezhoneg, portugaleg ha galleg e vez distaget [ʃ];
E spagnoleg ha saozneg e vez distaget [tʃ];
En italianeg e vez implijet dirak -i hag -e evit diskouez e rank ar c bezañ distaget [k] ha n'eo ket [[tʃ];
En iwerzhoneg, kembraeg ha meur a yezh slavek, evel da skouer an tchekeg, e vez distaget [x]
En alamaneg e vez distaget e daou zoare :
  • [ç] goude vogalennoù a-raok ha kensonennoù,
  • ha [x] goude vogalennoù a-dreñv.

Spagnoleg

Betek 1994 e oa ch ul lizherenn eus al lizherenneg spagnolek er geriadurioù. Abaoe ar bloaz-se n'eo ket ken, er geriadurioù nevez: renket eo e-barzh pajennoù al lizherenn c. .

Pennadoù kar


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.