Marc'h Przewalski, marc'h Prjevalski (spesadEquus przewalskii, isspesadEquus ferus przewalskii pe Equus caballus przewalskii), zo ur spesad pe un isspesad kezeg gouez tost-kenañ d'ar spesad Equus caballus.
Kezeg Przewalski a vije bet diaraogerien ar c'hezeg doñvaet. Koulskoude ne zeuas ket an den a-benn d'o doñvaat biskoazh.
Kavet e voent e 1879 gant ar c'horonal ergerzhour rusatNikolay Prjevalsky e Dzoungaria, er menezioù war lez gouelec'h Gobi. A-raok an darvoud-se e soñje d'ar skiantourien e oa aet al loened-se da get, diouennet gant ar Vongoled abalamour da gaout kig.
E 1881 e voe dibabet an anv skiantel gant I.S. Poliakov, mirdiour Mirdi loenoniezh Akademiezh skiantoù Sant-Petersbourg.
Goude ar gavadenn e c'houlennas meur a zoo kavout un nebeud loened. Abalamour d'o gouezder e vije bet diskaret bagadoù a-bezh eus ar c'hezeg-se gant ar chaseourien evit tapout un nebeud loened hepken. Dre benn d'ar chase-se peurgetket ez eas ar spesad war rouesaat hag al loened gouez diwezhañ a oa bet gwelet e Mongolia e 1969. Adalek ar mare-se e vez sellet ouzh ar spesad-se evel diouennet en natur.
Er zooioù e voe miret ar spesad bev. Diskenn a rafe an holl gezeg Przewalski a-vremañ eus ur strollad 9 pe 12 marc'h a-douez an 31 loen tapet bev e diwezh an Eil Brezel Bed, a ziskenne o-unan eus an 13 marc'h tapet e 1900. Gwirheñvel eo e oa un hiron marc'h doñv en o zouez.
War-dro 1977 ne chome ken 300 loen bev er zooioù dre ar bed, neuze e voe savet eskemmoù mirc'hi servij da greskiñ ar boblañs-se gant zooioù hag ensavadurioù, hag e deroù an XXIvet kantved} e konter war-dro 1 800 loen.
8 a viz Meurzh : en Alamagn o deus tizhet ar strolladoù politikel CDU, CSU hag SPD ober emglev evit sevel ur gouarnamant a-gevret.
7 a viz Meurzh : kantadoù a dud, Alaouited dreist-holl, zo bet lazhet en arvor Siria da-heul emgannoù etre nerzhioù armet ar gouarnamant nevez hag aduidi renad Bashar al-Assad.
War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 88 000 pennad zo bremañ. Er 81vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1] evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar malayalameg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 83vet plas [2], etre ar c'hurdeg sorani (82) hag ar woueg (84). Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki [3], evel nerzh pe hormon ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 216 evit ar mare).
Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !
A bep seurt
A bep seurt
Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)