Maendreserezh

Maendreserezh a reer eus teknik ar moullañ diwar ur gorread plaen ha lenkr — ur maen kleiz (CaCO3) pe ur blakenn e metal (aluminiom e dibenn an XIXvet kantved, zink diwezhatoc'h) — dre dennañ splet eus ar fed ma ne c'hall ket eoul kejañ gant dour : dre-se e tiforc'her ar rannoù a lonk liv ar moullañ diouzh ar re na reont ket.
E 1796 e voe ijinet ar maendreserezh gant an alaman Aloys Senefelder (1771-1834), a oa ur skrivagner, un dramaour hag un aktour, evit moullañ e-unan e oberennoù ; gantañ ivez e voe ijinet anv an doare-ober : ar ger alamanek lithografie, diwar ar gerioù henc'hresianek λίθος líthos, "maen" ha γράφειν gráphein, "skrivañ"[1],[2]. Da etrebroadel eo troet ar ger : リトグラフ ritogurafu eo e japaneg, da skouer ; "litografiezh" zo e brezhoneg e-kichen "maendreserezh". Sinaiz, o deus ijinet ar moullañ, a ra "moullañ dre waskañ ur maen greunennaet" (石版印刷 sekiban insatseu) eus an teknik.
- E brezhoneg e tiforc'her etre maendreserezh (an teknik), maendresadur (an doare-ober) ha maendresadenn (un oberenn voullet)[3].
Teknik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mennet e oa A. Senefelder da studiañ ar moullañ, gant ar soñj espern arc'hant e strollad c'hoariva dre voullañ e-unan skridoù ar pezhioù-c'hoari, ha dreist-holl ar sonerezh a yae ganto, ar pezh ne ouie ket moullerien e amzer ober. E 1796, e-kerzh ur bourmenadenn e Bavaria, e vro, e verzas skeudenn un delienn empret war un tamm maen kleiz ; neuze e klaskas eilañ an darvoudenn naturel-se gant kleiz Solnhofen, a zo tanav-tanav e c'hreunenn. Goude en devout klasket meur a zoare ha poaniet evit deskiñ skrivañ a-c'hin (evit ma vefe ar skrid moullet war an tu mat) e kavas buan an tu da implijout an enebiezh eoul/dour, hag e 1797 e teuas ar pezh-sonerezh kentañ bet moullet gantañ, XII Lieder mit Begleitung des Claviers von Franz Gleißner ("XII Lied, eilerezh ouzh ar piano gant Franz Gleißner)[4].
E deroù ar maendreserezh, da heul hentenn e ijiner, e veze treset ar skeudenn a-gin gant ur c'hreion druz (soav + soavon + koar + rousin + duad moged) pe gant ul liv druz, gant eoul, koar hepken pe druzoni tennet eus ul loen bennak, war ur blakenn kleiz. Goude-se e veze lakaet war ar maen ur meskaj gom arabek (teñv kaletaet ar gwez eus ar genad Acacia sensu lato) ha trenkenn nitrek (HNO3) skañv ; ar meskaj-se a roe halioù raz gleb[5] a yae da emprañ greunenn ar maen. A-raok moullañ e veze naetaet ar maen gant eoul tourmantin evit lemel an druzoni a chom — daoust d'e anv, an eoul tourmantin n'eo ket druz ; en enep e tileizh an druzoni hag e tilam liv an dresadenn. Da heul an ober-se e veze glebiet gorre ar mein gant dour, a yae e-barzh ar rannoù a oa e-maez an dresadenn, dalc'het ma veze gant an halioù. Da ziwezhañ e veze gwasket ar maen ouzh ur follenn paper. Evel-se e vez graet c'hoazh hiziv an deiz evit moullañ oberennoù en arzoù-kaer.
-
Metaphysics of the City (Метафизика города), maendresadenn war maen gant 6 liv, Aleksey Baranov, 2020
Aloys Senefelder en devoa klasket ober maendresadennoù gant meur a liv, en aner, met rakgwelet en devoa e vefe graet diwezhatoc'h evit moullañ livadurioù ; gwir a lavare : e 1837, ar maendreser elzasat Godefroy Engelmann (1788-1839) a ijinas e Mìlhüsa an doare a anvas chromolithographie ("maendreserezh e liv")[2]. Ur maen a veze implijet evit pep liv, ar follen baper o vezañ lakaet da vont a vaen da vaen ; mirout rik bevennoù al livioù e oa ar pep diaesañ.
Berzh bras a eure ijinadenn Aloys Senefelder e metoù ar voullerien. Pa voe anv a voullañ skeudennoù evit ar c'henwerzh dre vras ec'h ijinjont dilezel ar mein ha tresañ war ur follenn e mezell pe e metal, a lakaer greunenn enni gant poultr maen-poeñs evit ma talc'hfe an halioù. Dizale e verzas ar voullerien e oa emsavoc'h rodellañ ar follennoù-se en-dro d'ur granenn eget o lezel a-blad ; e-lec'h lakaat gwaskañ an tresadennoù war ar follennoù a-blad e voent lakaet da dremen etre div granenn, ar pezh a oa buanoc'h a-galz. Pa savas kudennoù evit moullañ war skoroù diaes evel ar paper greunek, ar c'harton pe ar metal e voe ouzhpennet un trede kranenn, gwisket gant ul lien kaoutchouget evit aesaat tremen al liv eus ar follenn mezell pe vetal d'ar paper. Offset ("treuzkas") a reer eus ar mekanik teirc'hranennek-se, peogwir e vez treuzkaset al liv eus ur follenn d'ar paper dre ur gwiskad kaoutchoug.
En eil hanterenn an XIXvet kantved e voe erlec'hiet ar maendreserezh ouzh an engravañ evit moullañ kartennoù a-vras hag evit an armeoù.
-
Gwask evit moullañ kartennoù
-
Kartenn bolonek, 1902
-
Mein maendreserezh diellaouet e München
-
Mekanik maendresarezh e Levraoueg Aleksandria
Maendreserezh a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arnevesaet eo bet teknik ar maendreserezh evit moullañ kementadoù bras a levrioù, kazetennoù, skritelloù ha pakadurioù liesdoare, koulz skridoù ha skeudennoù warno.
War al luc'hskeudennerezh ez eo diazezet ar maendreserezh dre offset bremañ. Follennoù gwevn aluminiom, mezell (e PVC peurliesañ[6]) pe baper a implijer e-lec'h plakennoù maen kleiz. Broustet pe c'hreunennaet e vez ar follennoù-se ha gwisket gant ul livrizhenn luc'hgizidik.
Luc'hskeudennet e vez an teul a venner moullañ, ha ginenn al luc'hskeudenn-se a lakaer war ar gwiskad livrizhenn kent he lezel dindan gouloù uslimestra ; pa vez diskuliet al livrizhenn e tiskouez ginenn ar c'hinenn, da lavaret eo tu mat an teul. Goude-se e stager ar blankenn wevn-se ouzh unan eus kranennoù ur wask, rolloù a c'holo ar blankenn gant dour, a chom er rannoù didres hogen a vez argaset gant al livrizhenn. Da ziwezhañ e tremen ur roll-livañ karget a liv disgleborus na beg nemet ouzh livrizhenn an teul. Arabat eo moullañ an teul-se war-eeun war baper rak ginet e vefe ar skeudenn ha re c'hleb e vefe ar paper, neuze e lakaer an teul da dremen dre ur roll kaoutchouget : hennezh a skarzh an nemorant a zour hag a zastum al liv, a dreuzkas d'ar paper gant ur gwask unvan.
Bremañ e vez fardet gwaskoù offset a c'hall moullañ meur a blankenn war un dro, e liv ha war an daou du eus ar follenn baper, en ur wech hepken. Lod gwaskoù arnevez a voull war rolloù paper didroc'h e-lec'h war follennoù a-unanoù. Lod all c'hoazh a ver dizehan red an dour hag al livioù en ur naetaat ar rolloù a-hed al labour.
Abaoe dibenn an XXvet kantved avat e c'heller sevel teulioù skrid-ha-skeudenn gant un urzhiataer ha moullañ restroù er gêr. Mard eo ret tremen dre un ti-moullañ, evit ober ul levr da skouer, e c'hall ar mouller genel diwar ar restr ur ginenn evit fardañ ur blankenn offset, hep implijout nep luc'hskeudenn neuze ; ur mouller aveet nevesoc'h c'hoazh a c'hall genel plankennoù war-eeun hep tremen dre nep ginenn.
Maendresadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Carrefour de St Jean et Paul, Luigi Verardi, 1835
-
Alexandre et Diogène, Honoré Daumier, 1842-43
-
Love Spring, Franziska Schultze, ~1850
-
The Custer Fight, Charles M. Russell, 1903
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Combier, Marc & Pesez, Yvette & al.. Encyclopédie de la chose imprimée. Paris : Éditions Retz, 1999, pp. 277-279 (ISBN 978-2-7256-1773-2)
- (fr) Senefelder, Aloys. L'art de la lithographie. Paris : Treutel & Würtz, 1819 • En-linenn @ Gallica. Kavet : 24 Gen 25.
- (fr) Sousa, Jörgee de. La lithographie – Précis technique. Paris : Technorama, 1990 (ISBN 978-2-904918-10-0)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lithographic printing @ St Barnabas Press. Kavet : 24 Genver 25.
- (fr) La lithographie @ MEL Publisher. Kavet : 24 Genver 25.
- (fr) La lithographie @ Pixartprinting. Kavet : 24 Genver 25.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Dupin, Charles. Rapport du jury central sur les produits de l'industrie française exposés en 1834. Paris : Imprimerie royale, 1836, p. 376. Kavet : 24 Gen 25.
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Meggs, Philip B.. A History of Graphic Design. Hoboken, New Jersey : John Wiley & Sons, 1998, p. 146 (ISBN 978-0-471-29198-5)
- ↑ TermOfis /lithographie. Kavet : 24 Gen 25.
- ↑ Ur sonaozour e oa Franz Gleißner (1759-1818) ; da vaendreser ivez e troas goude kejet ouzh Aloys Senefelder. Betek e dremenvan e kenlabouras gant an dramaour evit moullañ follennoù sonerezh.
- ↑ Delun : Ca(NO3)2-H2O.
- ↑ PVC (PolyVinyl Chlorid e saozneg, "polikloridenn vinil" hervez TermOfis) : un doare mezell, e zelun (C2H3Cl)n, gant 500 n 1 500.