Mont d’an endalc’had

Timbroù Enez Rouad

Eus Wikipedia
Timbr "Mouchon" 1916
Timbr "Mouchon" 1916

Emañ Enez Rouad e reter ar Mor Kreizdouarel, e-tal aodoù Latakia (Siria).

Ac’hubet eo an enezenn e dibenn 1915 gant arme ar Frañs, a-benn prientiñ aloubididigezh Bro-Siria, hounnezh o vezañ dindan dalc’h an Impalaeriezh Otoman d’ar c’houlz-se.

Digoret ez eus ur burev-post d’an 12 a viz Genver 1916, dindan aotrouniezh ar morlu gall hag e servij ar soudarded. Diwezhatoc’h e vo digor burev ar postoù nann-soudardel (e miz Meurzh pe miz Mae).

Implijet e vo e 1916 ur rummad a dri timbr doare « Mouchon » gant un alc’hwez LEVANT, soulgarget « ILE ROUAD » a-zerc’h ha n’eo ket a-blaen evel kustum. Kement-se zo degouezhet hep gouzout da aotrouniezh an arme – a gave trawalc’h ober gant timbroù al Levant - met dre hanterouriezh ur marc’hadour timbroù fin evel ul louarn hag a zo deuet a-benn da gentrec’hiñ mestr ar Postoù e Rouad da soulgargañ an timbroù. Timbroù 5c,10c hag 1 piastr war 25c zo bet gwerzhet evit kas lizhiri eta, re ziwezhat evit kilañ.

Evit taliñ ouzh ar brokerezh e ranko ar velestradurezh embann un eil rummad a 13 timbr, gant ur soulgarg a-blaen ar wech-mañ.

Staget e vo Enez Rouad ouzh Tiriad an Alawited e 1921. Serret e vo ar burevioù-post e 1922. Emañ e Stad Siria abaoe 1923.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]