Mont d’an endalc’had

Perroz-Gireg

Eus Wikipedia
Perroz-Gireg
Tour-tan ar Min-Ruz e Ploumanac'h
Tour-tan ar Min-Ruz e Ploumanac'h
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Perros-Guirec
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Perroz-Gireg (pennlec'h)
Kod kumun 22168
Kod post 22700
Maer
Amzer gefridi
Erven Léon
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 7 149 ann. (2020)[1]
Stankter 505 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 48′ 51″ Norzh
3° 26′ 32″ Kornôg
/ 48.8141666667, -3.44222222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 60 m
bihanañ 0 m — brasañ 96 m
Gorread 14,16 km²
Lec'hiañ ar gêr
Perroz-Gireg

Perroz-Gireg (distaget: [pɛ'roːz ('giːrɛk)]) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor.

Perroz-Gireg a zo war aod Mor Breizh, etre Tregastell, Sant Ke Perroz, Lannuon (Servel) ha Louaneg

  • B. Tanguy : Perros Gui(r)oc alias Quireuc, c. 1330; Penros Quiroc, fin XIVvet; Perros Quireuc, 1405; Penros Kirec, 1481; Perros Guirec, 1486[2].
  • Erwan Vallerie : "Penros, 1198, 1267; Penros Quiroc, XIVè; Panroz, XIVè; Penros, 1453; Penros Guirec, 1516; Perros, 1592; Penros, 1630; Peros-Quirec, 1779[3].

diwar Penn + Ros + anv den Kirog / Kireg

Palefarzhet etre aour ha glazur, e gab en glazur karget gant teir zenegezenn en aour
• Sturienn : A-raok bepred

Perroz zo ul lodenn disrannet diouzh ar plou diazez Pleuveur-Bodoù. Parrez Perroz a oa un enklozadur eus Eskopti Dol eskopti Dol e Bro-Dreger. Kumunn adalek 1790.

[6].

  • Nijerezed eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) kollet er gumun:
    • e 1942: d'an 18 a viz Ebrel e kouezhas un nijerez anavezout-luc'hskeudenniñ (Spitfire PRIV marilhet AB119) en enezeg Treoger. Mervel a reas an nijour ha beziet e voe e bered ar gumun. D'an 18 a viz Du, un nijerez (Spitfire marilhet AR606 ha kodet RY-?) er memes lec'h; ne voe ket kavet korf he sturier. D'an 22 a viz Gwengolo, un nijerez (Spitfire Vb marilhet AR495 ha kodet NN-J). Ne voe ket kavet korf an nijour.
    • e 1943: d'an 28 a viz Ebrel e kouezhas un nijerez (Spitfire Vc marilhet EE635 ha kodet NN-C) e donvor ar Jentilez. Mervel a reas he sturier, ne voe ket kavet e gorf. D'an 3 a viz Mae e kouezhas div nijerez Spitfire Vc (unan marilhet EN960 ha kodet NN-X, ne voe ket kavet korf he nijour, unan marilhet EE768 ha kodet NN-Y, gloazet e voe he sturier) er Jentilez. Div nijerez a yeas d'ar strad er Jentilez d'ar 7 a viz Mezheven, ur Spitfire IIc, marilhet P8674 ha kodet AQ-J (an nijour, gloazet, a voe serret d'an Alamaned) hag ur Spitfire Vc, marilhet EE769 ha kodet VZ- ? (he nijour a voe saveteet gant an Aer Rescue Service) ha, d'ar 27 a viz Gouere, er Jentilez adarre, ur Mustang I, marilhet AL981 ha kodet TC-? (ne voe ket kavet korf he nijour)[7].
  • D'an 2 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Ju-88A-5 kodet M7+DL eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e donvor Perroz-Gireg; he fevar nijour a varvas, ur c'horf hepken a voe adkavet, douaret e voe e Plouzeniel[8].
  • Emgannoù etre tud ar Rezistañs hag al lu alaman e penn-kentañ miz Eost 1944.
  • Mervel a reas 71 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas c'hwec'h milour.
  • Mervel a reas tri soudard.

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[9].
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet 33 skoliad er c'hlasoù divyezhek (6,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[10].

Ya d'ar Brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'ar 4 a viz C'hwevrer 2016 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 oa bet roet d'ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Tumulus Kerroig
  • Taol-vaen Enez Bono (enrollet 24 Ebrel 1968)

Krenn-amzer. Savadurioù relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Diazezoù kastell Ploumanac'h (ar C'hastell).
  • Iliz Sant-Jakez Meur (XIIvet, XIVvet, XVIIvet). Enrollet 25 Gwengolo 1901
  • Chapel Itron-Varia ar Sklaerder. 1445. Enrollet 30 Meurzh 1904; berded enrollet 26 Mae 1915
  • Chapel Sant Gireg Ploumanac'h;
  • Chapel bihan Sant Gireg, war draezhenn Ploumanac'h; enrollet 10 C'hwevrer 1903
  • Chapel Itron-Varia Druez, e Kernivinenn; 1758; 1772
  • Chapel Sant-Samzun Pont-Kouenneg; bet diskaret;
  • Kroaz ar Skin, a-us Traeztraou; enrollet 7 Kerzu 1925.
  • Kalvar Kerreud (1667)
  • Maner Pont-Kouenneg; c. 1600; 1748; milin; kouldri
  • Maner Krec'h-Gwegan (1676), aet da feurm

Amzer a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kreñlec'h enez ar Venec'h. Enrollet 30 Gwengolo 1975. E stad fall.

Lec'hioù de natur. Inizi. Traezennoù. Reier.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Tossen ar Sklaerder, enrollet 22 Gouere 1913
  • Reier Ploumanac'h, enrollet 11 Gouere 1912
  • Ploumanac'h
War an aod e-kichen Ploumanac'h - Tour-tan ar Min Ruz
  • Traou-Hieroù Bihan, milin, stang, enrollet 14 Meurzh 1943
  • Traou-Hieroù Meur,enrollet 23 Mae 1945
  • Gwenodenn ar Valtouterien, enrollet 6 Ebrel 1945 ha 8 Du 1976
  • Pleg mor Sant Gireg, enrollet 8 Ebrel 1937 ha 6 Ebrel 1945
  • Lanneier ar Ranolien, e Ploumanac'h, enrollet 9 Here 1940
  • Beg ar C'hastell, enrollet 6 Ebrel 1945 ha 29 C'hwevrer 1960
  • Park ar Gumunn, enrollet 6 Ebrel 1945
  • Ar Jentilez, gwarezet adalek 18 Here 1976
  • Taveeg
  • Traezhenn Traeztraou
  • Traezhen Traeztrignel

Monumant ar Re Varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a dud
Rouantelezh-Unanet 1 (Aerlu)
Zeland-Nevez 1 (aerlu)
Hollad 2

Karrnijourion e oant. Marvet int e-pad an Eil brezel-bed[11].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[12]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Ebrel 2014 → bremañ Erven Léon
Eost 2013 Ebrel 2014 Gilles Déclochez
Meurzh 1981 Eost 2013 Yvon Bonnot, dilezet e garg gantañ[13]
C'hwevrer 1961 Meurzh 1981 Yves Le Parenthoen
Here 1947 C'hwevrer 1961 Yves Le Jannou
Gwengolo 1944 Here 1947 Julien Laforest
Mae 1935 Gwengolo 1944 Yves Connan
Gwengolo 1925 Mae 1935 Hippolyte Le Toiser
Kerzu 1919 Gwengolo 1925 Émile Le Gac
Kerzu 1907 Kerzu 1919 Eugène Le Jannou
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Per-Mari Daniel a Gerinou, Perroz, 4 Here 1748; eil kannad ouzz "Stadoù" 1789; melestrour an Departamant, 1796; ezel ouzh Kuzul Jeneral, 1800; Maer Lannuon, 1813; dean an alvokaded Lannuon; aet da Anaon e Lannuon ar 4 Ebrel1826
  • Jakez Konan, skrivagner brezhonek ha brezhoneger 6 a viz Kerzu 1910.
  • Yann Goasdoué, emsaver ha soner, e 1939.

Tud bet marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud hag o deus bevet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • René Bazin (1853-1932). En eus echuet e roman : Madame Corentine en un ostaliri Traeztrou
  • Charlez ar Goffig (Lannuon, 1863-1932), en devoa savet un ti e Perroz anvet Le Kéric
  • Lucien-Louis Fourneau, bet ganet en Ile de France (Maoris hirie) e 1867; penn-melestrour an trevadennoù (1911), letanant-gouarnour Kreiz Kongo (1912), komiser ar Republik ouzh Kameroun (1916); gouarnour a enor an Trevadennoù; aet da Anaon e Traezhtrignel an 3 Eost 1930
  • James Bouillé, tisavour hag arzour. Diazezour kelc'h keltiek Perroz, 1923
  • Maurice Denis, livour, en devoa treset Hent ar Groaz chapel ar Sklaerder; en devoa prenet un ti e Traezhtrignel war dro 1900
  • Léon Dubreuil, aet war e leve er Sklaerder eus 1940 da 1965
  • Alan an Diuzet, skrivagner breizhat, a oa rener skolaj eil-derez Perroz-Gireg eus 1937 da 1945.
  • René Jannin (prefed). aet da Anaon e Traezhtraou an 28 Eost 1978
  • Thierry Le Luron, fentigellour, beziet e bered ar Sklaerder.
  • Henryk Sienkiewicz, skrivagner polonat bet tapet gantañ priz Nobel al Lennegezh evit e romant Quo Vadis?, bet skrivet e kastell Kostaerez e Ploumanac'h.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Le Baillif,

Aotrounez Kernuz

En glazur e gebrenn en argant, heuliet gant teir bezantenn ivez en argant, 2, 1
Cabellic [14] En gul e groaz krouget en argant, ur groazig ivez en argant ouzh pep konk
Le Dantec

Aotrounez Tromorgant

En argant e deir greskenn en sabel
Jacob [15] En gul e gebrenn en argant heuliet gant teir c'hregilhenn ivez en argant

Marc'hhouarnerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. ArMen-Chasse-Marée. 1992
  3. (en)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  4. 4,0 ha4,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Pertes RAF
  8. (fr)Pertes Luftwaffe
  9. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  10. (fr)Kelenn
  11. (en)Commonwealth War Graves Commission
  12. (fr)EBSSA
  13. (fr)Le Télégramme, d'ar 5 a viz Eost 2013
  14. Meneget e 1443 e Perros-Gireg, bro Dreger, eskopti Dol. - Yves, eskob Kernev; aet da Anaon e 1276
  15. Aotrounez Pontguennec