Mont d’an endalc’had

Mikael Bodlore-Penlaez

Eus Wikipedia
Mikael Bodlore-Penlaez
Mikael Bodlore-Penlaez
Anv ofisiel Michel Bolloré
Anv pluenn Mikael Bodlore-Penlaez
Obererezh Kartennour
Skrivagner
Skridarnodour
Ganedigezh 24 a viz C'hwevrer 1975
Brest, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg
Enorioù Kolier an Erminig, 2016
Oberennoù pennañ
Atlas Breizh
Atlas ar bed keltiek
Atlas ar broadoù hep Stad en Europa

Skrivagner brezhonek ha gallek, kartennour hag emsaver breizhat eo Mikael Bodlore-Penlaez (Michel Bolloré hervez ar stad keodedel), bet ganet e Brest d'an 24 C'hwevrer 1975. Kemeret en deus perzh ivez e krouidigezh an astenn internet .bzh.

Studiet en doe an diorren lec'hel e Skol-Veur Breizh-Izel e Brest. E Kemper emañ o labourat hag o chom.

Diouzh e vicher eo dedennet gant ar gartennoùriezh hag e plij dezhañ sevel kartennoù hag atlasoù a denn da Vreizh ha d'ar pobloù minoraelaet. Pourveziñ a ra kartennoù evit levrioù embannet e Breizh. Asambles gant Divi Kervella en doe savet, skeudennet ha sinaet meur a levr war an tachennoù e vourrent plediñ ganto : kartennouriezh, bannielouriezh hag ardamezouriezh[1]. Krouet en doe e 2005, gant skoazell Divi Kervella, Geobreizh, porched douaroniel Breizh, evit pourveziñ kartennoù brezhonek, kartennoù Breizh istorel, rolloù anvioù douaroniel…[2]

E 1999 en deus krouet al lec’hienn Eurominority.eu ha war-lerc’h en deus renet Atlas ar broadoù hep Stad e Europa, ul levr diwar-benn stad pobloù minorelaet e Europa, ha troet e saozneg hag e galizeg. Stourmañ a ra evit gwir ar pobloù d'en em dermeniñ ha kemeret en doa perzh en intrudu YesBreizh.net a gas war-raok dizalc’hiezh Breizh.

Ur soner gaolviolin anezhañ ez eo dedennet gant ar sonerezh klasel e Breizh hag en deus kensavet ul levr gant Aldo Ripoche. Ul levr flemmus a-enep an adreizh tiriadel en deus skeudennet ha skrivet gant Erwan Chartier-Le Floch.

E 2015 en doe krouet ar gevredigezh Bannieloù Breizh m'emañ prezidant anezhi.

Kemeret en deus Mikael Bodlore-Penlaez perzh er stourmadeg evit ma vo degemeret an astenn Internet .bzh evit Breizh. E 2006 en deus skignet ur goulennadeg war lec’hienn Geobreizh.com evit-se. A-drugarez d’an obererezh-se o deus en em ziazezet meur a strollegezh lec'hel (Rannvro Breizh peurgetket) gant un doare ofisiel. Deuet eo da vezañ besprezidant ar gevredigezh www.bzh he deus bet d’an 13 a viz Mae 2013 an aotre gant an ICANN (Internet Corporation for Assigned Names and Numbers) da implijout an astenn nevez.

Resevet en doe Kolier an Erminig digant Skol-Uhel ar Vro e 2016[3]. Video evit ar c'hinnigadur. Roet eo bet ivez dezhañ e 2013 priz al levr Produet e Breizh evit al levr-pladenn Sonerezh klasel Breizh er rummad "Levrioù e brezhoneg". Gounezet eo bet gantañ priz al levr Produet e Breizh evit Atlas Breizh e 2011 e rummad Bam d’ar galon ha priz kentañ eus priz rannvroel ar brezhoneg.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kartenner ha bannieler kar-ar-bed, erlamet diouzh Al Liamm, nn 427, Meurzh-Ebrel 2018, p. p. 56-59. E koun Divi Kervella.
  • Cinq ans d’actualités des nations sans État et des minorités nationales gant David Forniès), (pennadoù embannet war lec'hienn eurominority.eu), ( Mondivers/Eurominority, 2010
  • Guide des drapeaux bretons et celtes (gant Divi Kervella), Yoran Embanner, 2008 (ISBN 978-2-916579-12-2)
  • Atlas des Nations sans État, peuples minoritaires en quête de reconnaissance, Yoran Embanner, 2010 (ISBN 978-2-914855-71-6)
    • Atlas of Stateless Nations, minority peoples in search of recognition (troet e saozneg gant Ciaran ha Sarah Finn), Emb. Y Lolfa, 2011 (ISBN 978-1847713797)
    • Atlas das Nações sem Estado da Europa, povos minoritarios na procura de reconhecimento (troet e galizeg gant Abrahan Bande Paz ha Fernando Corredoira), Através, 2017
  • Atlas Breizh / Atlas de Bretagne (gant Divi Kervella), Coop Breizh, 2011 (ISBN 978-2843464959)
  • Sonerezh klasel Breizh / Musique classique bretonne, Cras, Ladmirault, Le Flem, Le Penven, Ropartz... (gant Aldo Ripoche), Emb. Coop Breizh, 2012 (ISBN 978-2-84346-563-5)
  • Bretagne, les questions qui dérangent (gant Pierre-Emmanuel Marais & Lionel Henry), Yoran Embanner, 2014 (ISBN 978-2-916579-78-8)
  • La France charcutée, petite histoire du "big bang" territorial", Coop Breizh, 2014 (ISBN 978-2-84346-722-6)
  • Atlas ar bed keltiek / Atlas des mondes celtiques (gant Erwan Chartier-Le Floch & Divi Kervella), Coop Breizh, 2014 (ISBN 978-2-84346-693-9)
  • Réunifier la Bretagne, région contre métropoles ? (gant Géographes de Bretagne, dindan renerezh Yves Lebahy ha Gael Briand), Skol Vreizh, 2015 (ISBN 978-2367580425)
  • Gwenn-ha-Du, le drapeau breton (rummad "Trilogie des symboles de Bretagne"), Emb. Coop Breizh, 2015 (ISBN 978-2843467233)
  • Bro Gozh ma Zadoù, l'hymne national breton (rummad "Trilogie des symboles de Bretagne"), Emb. Coop Breizh, 2015 (ISBN 978-2843467240)
  • BZH, l'abréviation bretonne (rummad "Trilogie des symboles de Bretagne"), Emb. Coop Breizh, 2015 (ISBN 978-2843467257)

Levrioù en deus kemeret perzh evel kartennour enno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pobloù minorel Europa, 2004
  • Kant Broad Europa, 2005
  • Hil Roueed ha Duged Breizh, 2007
  • Breizh : Douaroniezh ur Vroad istorel Breizh (60 bro hengounel Breizh), 2007
  • 9 bro, 5 departamant, 1 500 kumun Breizh, 2008
  • Pobloù ar bed, 2009
  • Broioù Friz, 2010
  • Yezhoù Europa, 2010
  • Kartenn ar bed e brezhoneg, 2011
  • Kartenn Traoñienn-al-Liger, 2012
  • Kartenn Kurdistan, 2012
  • Pobloù Europa, kartenn etnografek ar broadoù hag ar rannvroioù istorel, 2012
  • Europako Nazioak, Nazio burujabeen eta estaturik ez duten nazioen mapa, 2014 (gant ar gazetenn Argia)
  • Breizh, kartenn gelenn ar broioùigoù, 2016 (gant ar gevredigezh War 'l Leur Penn ar Bed)
  • Broadoù keltiek, 2020
  • Miltamm kartenn Breizh e brezhoneg, Emb. Bannoù Heol, 2021
  • Miltamm kartenn ar broadoù keltiek e brezhoneg, Emb. Bannoù Heol, 2022
  • Miltamm kartenn ar bed e brezhoneg, Emb. Bannoù Heol, 2023

Diskouezadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kartennoù evit kompren Breizh / Des cartes pour comprendre la Bretagne, Skol-Uhel ar Vro ; Coop Breizh, 2011
  • Sonerezh klasel Breizh / Musique classique bretonne, Akademi Paol ar Flemm ; Coop Breizh, 2012
  • Ar bed keltiek / Les mondes celtiques, Skol-Uhel ar Vro ; Coop Breizh, 2015

Raktresoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Miltamm kartenn Breizh, Bannoù Heol, 2021
  1. Deskrivet en deus o labourioù boutin e-barzh eur pennad (Al Liamm, 427, Ebrel 2018) e koun e gomper.
  2. Roll ennet diouzh al lec'hienn : kartennoù Breizh, tennet evit ul lod brasañ anezho eus Atlas Breizh ; kartennoù frank a wirioù e c’hellot implijout evel ho peus c’hoant war ho lec’hiennoù internet ; foñsoù ar c’hartennoù evit ar c’helennerien pe ar studierien evit mont pelloc’h gant labourioù diwar-benn Breizh (stumm skeudenn, vektoriel pe shapefile evit ar c’hartennourien a-vicher) ; titouroù a-bep seurt diwar-benn douaroniezh Breizh, hag e brezhoneg ouzhpenn-se ha kartennoù Breizh, pobloù Europa pe ar bed. Gwelet d'an 25 Here 2020.
  3. Pennad e-barzh Le Télégramme https://www.letelegramme.fr/finistere/collier-de-l-hermine-les-quatre-promus-17-08-2016-11184495.php. Gwelet d'an 25 Here 2020