Mont d’an endalc’had

Bevezerezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Beveziñ)

Ar bevezerezh eo ar beveziñ madoù ha servijoù a-benn bastañ d'an ezhommoù pe d'ar c'hoantoù. Ar vevezerien, an embregerezhioù hag ar Stad a ra gantañ.

Daou brantad kenglotus a zo d'ar bevezerezh : ar produerezh hag an dasparzh.

- Anv a zo eus daou seurt beveziñ :

  • Ar bevezerezh etre a zo ar bevezerezh madoù ha servijoù implijet pe distrujet en argerzh produiñ a-benn produiñ madoù pe servijoù all.
  • Ar bevezerezh dibenn a zo ar c'hementad madoù ha servijoù implijet evit bastañ da ezhommoù eeun an oberourien hiniennel, an tiegezhioù, pe bevezet a-stroll (bevezerezh ar melestradurezhioù, anvet bevezerezh kenwerzhel). Hervez ar c'hontouriezh vroadel e klot gant an « implij madoù ha servijoù a-benn gwalc'hañ an ezhommoù denel », war-bouez ar bevezerezh etre hag ar prenadennoù lojeiz (a za d'ober ul lodenn eus an dispignoù postañ).

Termenadur hervez ar gontouriezh vroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar gontouriezh vroadel eo aozet ar bevezerezh dibenn diwar :

  • Bevezerezh dibenn an tiegezhioù pe bevezerezh prevez, a ya teir elfenn d'ober anezhañ :

Hollad an dispignoù graet gant an tiegezhioù evit prenañ madoù ha servijoù kenwerzhel a-benn bastañ d'o ezhommoù hiniennel. Hollad an dispignoù e madoù ha servijoù liammet gant ar produerezh dezho un implij dibenn dibar, ar servijoù tiadel, ar servijoù lojeiz produet gant ar berc'henned dalc'herien, an emvevezerezh tapet digant ar broduerien ankenwerzhel.

Klotañ a ra gant pourchasoù madoù ha servijoù e traezoù roet digoust pe d'ur priz izel d'an tiegezhioù. (deskadurezh, yec'hed, obererezh sokial, servijoù dudi pe sevenadurel).

  • Bevezerezh dibenn an EHPKST (Ensavadurioù Hep Pal Kenwerzhel e Servij an Tiegezhioù) :

Klotañ a ra gant an treuzkasoù sokial ankenwerzhel roet d'an tiegezhioù.

Degouezhioù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez bevezet o froduerezh gant an tiegezhioù e vez komzet eus emvevezerezh. An degouezh-se a c'hoarvez er gounezerezh hengounel.

Plas ar bevezerezh en armerzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bevezerezh a ya d'ober ul lodenn eus ar c'helc'hiad armerzhel hollek. Korvoderioù disheñvel a ya d'ober budjed an tiegezhioù

Ar c'horvoderioù-se a vez implijet evit

  • O bevezerezh
  • O zailhoù ha taosoù
  • O daskorioù amprest
  • O fostadurioù (lojeiz...) hag o espern. Diouzh reizh eo par an espern d'ur bevezerezh daleet e-kerzh an amzer.

Amañ e weler penaos eo ar bevezerezh diouzh korvoderioù ar vevezerien, met ivez diouzh o emzalc'h e-keñver an arc'hant. An emzalc'h-se a zo stuziet alies gant diarbennerezh o c'horvoderioù da zont hag o fiziañs en dazont.

Emdroadur ar bevezerezh a zo un elfenn bennañ eus ar blegenn armerzhel.

Ar fonksion veveziñ keynezian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud termenadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar c'horvoder vak kriz Yv

A-benn beveziñ e rank an oberourien ekonomikel kaout ur c'horvoder.

Evel-mañ e vez resevet gant an tiegezhioù korvoderioù al labour (goproù rik a skodennoù sokial, korvoderioù al labourerien frank), korvoderioù ar berc'henniezh (ranndalioù, kampioù ha feurmoù). Ar sammad a za d'ober ar c'horvoder kentañ. D'ar c'horvoderioù-se e ranker ouzhpennañ ar c'horvoderioù treuzkas (pourchasoù sokial) ha lemel an tailhoù eeun. Tapet e vez neuze ar c'horvoderioù vak a chom d'an tiegezhioù evit beveziñ pe espern.

Emzalc'h beveziñ an tiegezhioù a zo termenet da gentañ-penn gant an diviz rannañ ar c'horvoder etre ar bevezerezh hag an espern. An dielfennadur keynezian a lak ar bevezerezh da elfenn bouezusañ e dasparzh ar c'horvoder. Dre-se e soñj da Keynes eo ar bevezerezh ur fonksion eus ar c'horvoder vak, da lâret eo :

Hervez ar c'hontouriezh vroadel eo skeudennet espern an tiegezhioù gant al lodenn eus ar c'horvoder a « chom vak a-benn berniañ fredoù korfel pe arc'hantel ». En espern a za d'ober mentelad ar c'hont implij ar c'horvoder, div lodenn dezhi : an espern arc'hantel (kaoudoù liñvel, postadurioù) hag an espern anarc'hantel (prenadennoù lojeiz, madoù aveiñ evit an embregourien hiniennel).

An espern a zo rik pa zidenner dioutañ ardaladur kevala an embregerien.

Ar fonksion veveziñ keynezian a zo burutellet gant labourioù Milton Friedman embannet e 1957 en e zDamkaniezh ar fonksion veveziñ. P'edo ar geynezouriezh o ren e klaskas abeg er fonksion-se dre lakaat war wel he sioù. Ezteurel a reas peugetket martezeadenn ar c'horvoder pad, a arc'h penaos eo heñchet an dibaboù beveziñ gant diarbennoù korvoderioù da zont ar vevezerien, ha n'eo ket mui gant o c'horvoder a-vremañ. An diarbennoù-se a zo stabiloc'h hag a gustum levnaat ar bevezerezh, daoust d'ar c'horvoder vak kreskiñ pe digreskiñ. Al labourioù-se a voe remerket peogwir e klaskent abeg e reizhidigezh ar politikerezhioù keynezian adlañsañ ar goulenn hag e meizad al liesaer postañ keynezian[1].

Ar gevredigezh veveziñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un implijadez en ur rann gourmarc'had

An termen « kevredigezh veveziñ » a zo ur berradur eus an termen « kevredigezh c'hreantel a vevezerezh sturiet », meizet gant Henri Lefebvre evel stad ar gevalaouriezh goude an Eil Brezel Bed. Ur gevredigezh veveziñ a arouez ur gevredigezh e lec'h m'eo ar pren madoù ha servijoù pennaenn ha pal ar gevredigezh-se. Al live korvoder keitat uhel a vast d'an ezhommoù ret (boued, lojeiz, deskadurezh, yec'hed,...) hag a servij ivez da verniañ madoù (dre c'hoant, abalamour d'ar vruderezh) hag o implijout pe o tiskouez (evit abegoù kened da skouer)[2]. Arouez ar gevredigezh veveziñ eo an dra « bevezus », kollidik, hag a rank bezañ adnevesaet pe bannet. Gallout a rafer produiñ objedoù solutoc'h, ar pezh a greskfe o c'houst hag o fadelezh buhez, ar pezh a noazfe d'e dro ouzh ar bevezerezh.

Evit an dud enebet ouzh ar gevredigezh veveziñ e talvez ar c'healiadur-se e rankfe pep tra bezañ eskemmet war ar marc'had evit ma c'hellfe bezañ tizhet hor c'hoantoù gant ma vo arc'hant a-walc'h d'en ober.

Kentuidi ar gevredigezh veveziñ a soñj dezho ez eus ur roll diazez gant ar foranerezh, an diezhomm, ar berrbad hag ar refonn, anezho kefluskerioù an diorren hag an intrudu ijinek. Kest an diezhomm a vefe hervezo ur perzh a ziforc'hfe mab-den diouzh al loened, bevenet o ezhommoù, o c'hoantoù, o hiraezh.

Hogen an dreistvevezerezh a ra gaou ouzh an endro hag ar yec'hed dre un implij diboell eus an danvezioù naturel.

Ar bevez'ober

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bevez'ober (nevezc'her) pe bevezerezh a skiant vat a zo un anadenn sokio-sevenadurel a-nevez, lakaet war wel er metoù « dazeilat ». Ezteurel a ra ar c'heal « mouezhiañ gant hor c'hadi », dre zibab da biv reiñ hon arc'hant ha dre deurel pled ouzh an diorren padus, ha n'eo ket mui beveziñ en un doare bevezuniadourel.

  1. (fr) Les grands économistes, Jean-Claude Drouin, Presses Universitaires de France, 2006, ISBN 2130546250
  2. Kevredigezh beveziñ : kevredigezh ur vro c'hreantelaet a grou ezhommoù ardaouel dalc'hmat, (Larousse Bihan, 1992)