Bazhvalaniñ
Neuz
Ar jubenniñ pe bazhvalaniñ, pe ober ar jubenn pe bazhvalan (eus ar gerioù bazh ha balan), eo lakaat daou zen d'en em anavezout evit ma c'hallfent dimeziñ.
Er gevredigezh kozh war ar maez e veze graet ar jubenn gant ar person pe gant ar c'hemener, evel en danevell Ar Goulenn eured, gant Jakez Riou.
Dimeziñ dre jubenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dimezioù a veze graet dre jubenn alies e-touez an tiegezhioù uhel hervez an ezhommoù politikel. An tad a varc'hatae, hag a zivize, hag ar mab pe ar verc'h a sente.
A-wechoù e vez kaoz da zimeziñ unan kozh, ur gwaz pinvidik peurliesañ, intañv alies, gant unan yaouank paouroc'h.
A-wechoù e komzer eus jubenniñ ivez diwar-benn micher an houlier, met hennezh ne ra ket war-dro dimeziñ an dud.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er Barbier de Séville, gant Beaumarchais, en em ginnig Figaro d'ober ar jubenn etre ar c'hont Almaviva hag ar goantenn a fell dezhañ tostaat dezhi.