Azia ar gevred
Neuz
(Adkaset eus Azia ar Gevred)

Azia ar Gevred, pe Gevredazia ([ge'vre:da'zi:a]), eo ar rannved a zo e gevred Azia, da lavarout eo er reter da Indez hag er su da Sina.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket gwall gozh an anv-mañ. Dont a ra war wel e 1943 pa oa krouet ar South East Asia Command pe SEAC, e-pad an Eil Brezel Bed da gemer e karg holl an oberatadennoù renet gant armeoù ar gevredidi er c'hornad-se, o reiñ ur stumm fetis da gomandamant unvan an armeoù amerikan, aostralian, breizhveuriat hag izelvroat dindan ur jeneral breizhveuriat. Pal ar gevredidi a oa kemer en-dro an Indez izelvroat (hiziv en Indonezia) ha Malaysia saoz.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaat a reer ar broioù-mañ e-barzh:
Brunei;
Kambodja;
Indonezia;
Laos;
Malaysia;
Myanmar (Birmania);
Filipinez;
Singapour;
Thailand;
Timor ar Reter;
Viêt Nam.
Relijionoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kevredigezh Broadoù Gevred Azia (ASEAN)