Evel an holl re yaouank e voe ret dezhi kemer perzh e kevredigezhioù yaouankiz nazi. Gouzañv a rae dre ma veze krennet war ar frankiz, da soñjal ha da gaout ur relijion. War-lerc'h he bachelouriezh e 1940 ez eas da ziwallerez bugale. Goude-se e stagas gant studioù bevoniezh ha prederouriezh e miz Mae 1942 e München.
Abalamour d'he deskadurezh katolik, d'an enebiezh krenn embannet gant he zad ouzh an naziouriezh, da skiant-prenañ he breur, soudard ha studier war ar vezegiezh, ha goude klañvgarrour en ospitalioù talbenn ar Reter, e tigoras he daoulagad war stad Alamagn.
Adalek miz Mezheven 1942 en em vode gant he breur Hans ha Carl Muth hag o sikour a reas da embann ha da skignañ traktoù a-enep ar renad nazi hag ar brezel. Teurel traktoù a reas e porzh diabarzh skol-veur München ha diskuliet e voe d'ar Gestapo gant porzhier ar skol-veur. Harzet e voe Sophie hag he breur d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 ha kaset dirak ar Lezvarn ar Bobl. Kondaonet e voe d'ar marv goude ur vreutadeg teir eurvezh hepken.
Dibennet e voe d'an 22 a viz C'hwevrer 1943 e München. Kalonek e tiskouezas bezañ en deiz-se hervez testeni gwarded an toull-bac'h.
En Alamagn ez eus bet lakaet un toullad mat a skolioù en anv Sophie ha Hans Scholl.
3 a viz C'hwevrer : dont a ra ar broadelour flamank Bart De Wever da vezañ Kentañ ministr Belgia, 238 devezh goude dilennadeg ar gannaded e Mezheven 2024.
War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 87 000 pennad zo bremañ. Er 81vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1] evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar malayalameg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 83vet plas [2], etre ar c'hurdeg sorani (82) hag ar woueg (84). Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki [3], evel nerzh pe hormon ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 215 evit ar mare).
Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !
A bep seurt
A bep seurt
Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)