XIvet kantved
Bloavezhioù 1000 | Bloavezhioù 1010 | Bloavezhioù 1020 | Bloavezhioù 1030 | Bloavezhioù 1040
Bloavezhioù 1050 | Bloavezhioù 1060 | Bloavezhioù 1070 | Bloavezhioù 1080 | Bloavezhioù 1090
1001 | 1002 | 1003 | 1004 | 1005 | 1006 | 1007 | 1008 | 1009 | 1010 |
1011 | 1012 | 1013 | 1014 | 1015 | 1016 | 1017 | 1018 | 1019 | 1020 |
1021 | 1022 | 1023 | 1024 | 1025 | 1026 | 1027 | 1028 | 1029 | 1030 |
1031 | 1032 | 1033 | 1034 | 1035 | 1036 | 1037 | 1038 | 1039 | 1040 |
1041 | 1042 | 1043 | 1044 | 1045 | 1046 | 1047 | 1048 | 1049 | 1050 |
1051 | 1052 | 1053 | 1054 | 1055 | 1056 | 1057 | 1058 | 1059 | 1060 |
1061 | 1062 | 1063 | 1064 | 1065 | 1066 | 1067 | 1068 | 1069 | 1070 |
1071 | 1072 | 1073 | 1074 | 1075 | 1076 | 1077 | 1078 | 1079 | 1080 |
1081 | 1082 | 1083 | 1084 | 1085 | 1086 | 1087 | 1088 | 1089 | 1090 |
1091 | 1092 | 1093 | 1094 | 1095 | 1096 | 1097 | 1098 | 1099 | 1100 |
|
D'ar 1añ Genver 1001 e krog an XIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1100.
Krennamzer Uhelañ a vez graet eus ar maread-mañ eus Istor Europa.
Darvoudoù
kemmañAmerika
kemmañ- Krouidigezh vojennel an Impalaeriezh Inka gant Manco Cápac.
Oseania & Meurvor Habask
kemmañ- Henvarevezh maori e Zeland-Nevez (betek 1350).
- Deroù savidigezh delwennoù kizellet Enez Pask (betek e-tro 1600). Hañvalout a ra niver annezidi an enez (degouezhet e-tro 400) bezañ aet en tu all da 7000 a dud. War goazhañ ez aio o sevenadur gant digresk produerezh ar boued hag ar c'hoad adal 1600. Stlapet e vo an holl delwennoù d'an douar e dibenn an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved. Niverus eo an delwennoù chomet diechu ha damsanket e mengleuzioù bazalt Rano Raraku, ar pezh a seblant lakaat war wel reuzioù trumm.
Reter Afrika
kemmañ- Evit doare, deroù savidigezh monumentoù kentañ kêr Zimbabwe. O renkoù o dije graet ur boblad saverien deuet eus ar gwalarn e-touez ar vengleuzerien staliet en trowardroioù abaoe ar Vvet kantved pe war-dro.
- Liammañ a ra lec'hiad Zimbabwe peurvanoù an douaroù izel gant re an uhelgompezennoù ma kav repu an tropelloù da vare koulzad ar glaveier pa gouezh gwalenn ar c'helien tse-tse war an douaroù izel.
- Kerkent hag an XIvet kantved e vije bet treizhet al Limpopo gant meuriadoù bantou zo. Goude-se o dije hedet an aod trema ar su.
- Eus an XIvet betek an XIIIvet kantved e talc'h penn an Aotrounez Dongola, e Nubia, ouzh donedigezh an Islam. Berzh a ra o stourm a-enep da araokadennoù o amezeien vuzulman. Un truaj a baeont da Egipt zo buket he holl nerzhioù a-enep d'ar groazourien e Siria hag e Palestina. Profitañ a ra Nubia gristen evit mirout he dizalc'hiezh.
Kornôg Afrika
kemmañ- Bog rouantelezh Ghana.
- Sevel a ra ar Vosied Stadoù brientinien a traoñiennoù kreiz hag uhel ar stêr Volta (XIvet ha XIIvet kantved). Tost d'ar rouantelezhioù muzulman, ez eo Yatenga ar rouantelezh nemeti n'eo ket ken fall anavezet a-douez ar rouantelezhioù enevuhezour-mañ.
- Derc'hel penn groñs a ra ar Vosied ouzh araokadennoù an Islam hag ouzh o amezeien galloudusoc'h, armet hag aozet gwelloc'h egeto. Alies emañ ganto an intrudu war an argadiñ
- En em staliañ a ra an Douareged e bro an Air.
- En em ledañ a ra Kanem-Bornu suoc'h war-du Nigeria hiziv an deiz
- Krouet eo ar c'hentañ eus ar seizh Stad-keoded gant an Haousaed e Nigeria.
- Dont a ra biojoù an Hodh e Maouritania da vezañ un dezerzh.
Azia
kemmañ- 1001 : Mahmoud Ghazni, rener muzulman Ghazni, a grog da gas argadegoù en hanternoz India; padout a raio betek 1027.
- En em gavout a ra e Tibet misionerien voudaat nevez deuet eus India; en o mesk, Âtîśa, genidik eus rouantelezh Pala e Bengal (1042). Heuliadoù a vo gant an "eil diazezadur"-mañ war stad politikel ha relijiel ar vro. En em staliañ a ra ar c'hladdalc'helezh ha teokratelezh Tibet e-pad ar mare-se. E-kichen an noblañs eo kreñvaet lec'h ar manatioù ken war an dachenn relijiel ha war dachenn traoù ar bed. E manatioù zo e chom bev ar gredenn hengounel a embann e vez adenkorfet al lama pe beleg meur ar gumuniezh en ur bugel pe en ur paotr yaouank war-lerc'h ar marv. Hennezh a zeu da vezañ penn nevez ar manati
- En India, treuztiriadoù bras gant ar Romed, moarvat da-heul an aloubadegoù muzulman. Skeiñ a reont war-du ar c'hornôg en ur dreuziñ Iran ha dre Azia Vihanañ hag Impalaeriezh Bizantion.
- Mont a ra ar roue Anawrahta eus Birmania da birc'hirinañ da Sri Lanka, distreiñ a ra da dreiñ e vro a-du gant ar feiz boudaat Theravada.
Europa
kemmañ- E-tro 1001 : e vez diazezet gant ar Vikinged, renet gant Leif Eirikson, diazezadurioù bihan e-barzh ha tro-dro da Vinland e Norzhamerika
- 1054 : ar Skism Meur a vez rannet abalamour dezhañ an Iliz katolik roman er c'hornôg diouzh an Iliz reizhkredennek er reter. En amzerioù kent e oa bet c'hoarvezet skismoù evel-se a oa bet plaenaet da c'houde met hemañ a bad abaoe ouzhpenn 1000 vloaz.
- 1060 : Aloubadeg Norman Sikilia
- 1065 : dizalc'h eo rouantelezh Galiza ha Portugal dindan ren Garcia
- 1066 : marv Edouarzh ar C'hofesour; aloubet eo Bro-Saoz gant Normaned Gwilherm an Alouber, ha Bretoned en o mesk, da-heul Emgann Hastings
- 1086 : savet eo an Domesday Book
- 1094 : preizhañ a ra El Cid, anezhañ an haroz spagnol meur, kêr Valencia digant ar Vaoured
- 1099 : Kroaziadeg Kentañ; preizhet eo Jeruzalem
- Deuet ez eus keloù deomp eus meuriadoù Lituania dre gronikennoù alaman, polonat ha rusian. Meneget int en-dro da Niemen ha d'al lec'h ma vo savet kêr Kaunas diwezhatoc'h.
Armerzh & Kevredigezh
kemmañArz & Sevenadur
kemmañ- En India e verk savidigezh temploù jaina ar menez Âbû barr ar stil solankî (XIvet-XIIIvet kantved.
- Enlivadurioù boudaat war follennoù palmez savet etre an XIvet hag an XIIvet kantved e Bihâr, Bengal ha Nepal (skol ar reter).
Tud
kemmañ- Alp Arslan
- Arc'heskob Anno II Köhln
- Sant Anselm, diazezer brudet ar skol gelennadurezh ha krouer an arguzennerezh ontologek
- Avisen (Abu Ali al-Husain Ibn Abdallah) (980-1037), mezeg ha prederour arab, aozer Reolenn ar vezegiezh.
- Sant Brunev, diazezer ar Chartouzed
- Canute
- Hermann Contractus, steredoniour, jedoniour ha manac'h, bet savet gantañ ar Salve Regina
- Robert Guiscard, diazezer tierniezh norman Italia
- Gwilherm an Alouber, (1027 - 9 Gwengolo 1087), dug Normandi ha roue Bro-Saoz.
- Impalaer Herri III
- Impalaer Herri IV
- Impalaerez Agnes
- Konrad II
- Macbeth
- Pab Gregor VII (Hildebrand)
- Pab Urban II
- Saint Robert, diazezer urzh ar Gisterkiiz
- Steven Iañ Hungaria
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
kemmañRoll ijinadennoù an XIvet kantved
- Ijinet ur wikefre vrezel nevez gant Sinaiz : ar fuc'hell
- Kontaden Genji gant Murasaki Shikibu zo unan eus an danevelloù kentañ e japaneg
- Krouet eo ar pik war al lizherenn i.
- E-tro 1098 : kentañ gwerzh gallek anavezet : Kanaouenn Roland