7 Eost
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1488 : kodianidigezh Dinan.
- 1819 : goude trec’h Simón Bolívar en emgann Boyacá e teu Kolombia da vezañ dizalc’h diouzh Spagn.
- 1908: da-geñver labourioù e-kichen Willendorf, ur geriadenn eus Aostria, e tizoloer en douar un delwenn eus ar paleolitik, a reer anezhi Gwener Willendorf.
- 1932 : distrujet eo Monumant an Unvaniezh, e plasenn an ti-kêr e Roazhon, gant ar strollad broadelour Gwenn ha du.
- 1936 : douaret eo Fulgence Bienvenüe, pennseller an Hentoù ha Pontoù ha saver metro Pariz er vered Père-Lachaise.
- 1942 : penn-kentañ Emgann Guadalcanal.
- 1943 : graet an hu gant Landiviziaviz ouzh izili eus Bagadoù Stourm Strollad Broadel Breizh o tibunañ e straedoù ar gêr.
- 1944 :
- niverenn gentañ ar gazetenn Ouest-France, o kemer lec'h L'Ouest-Éclair.
- dieubet eo Gwengamp gant ar Gevredidi.
- lazhadeg Pengereg e Plabenneg.
- 1947 : erruout a ra radell Thor Heyerdahl, ar c’h-Kon-Tiki, en Inizi Tuamotu goude ur veaj tremen 100 devezh a-dreuz ar Meurvor Habask, da ziskouez o doa gellet pobloù gwechall dont eus Su Amerika da Bolinezia.
- 1954 : Josep Tarradellas a zeu da vezañ prezidant Generalitat Katalonia en harlu, e Frañs.
- 1960 : Aod an Olifant dizalc’h diouzh Frañs.
Ganedigezhioù
kemmañ- 980 : Ibn Sina (Avicenna), skiantour ha prederour muzulman.
- 1028 : Alfonso V, roue León.
- 1385 : Janed Kent, mamm Richarzh II, roue Bro-Saoz.
- 1832 : Max Lange, mestrc'hoarier ha skrivagner echedoù alaman.
- 1876 : Mata Hari, spierez, fuzuilhet e 1917.
- 1881 : François Darlan, amiral ha politikour gall.
- 1914 : Fernando Cerchio, filmaozer, frammer ha saver senario italian.
- 1917 : Charles Sibley, arbennigour war ar vevoniezh volekulel hag evnoniour stadunanat.
- 1918 : Andrée Clément, aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
- 1924 : Jean Dorst, bevoniour gall.
- 1992 : Marigje Degrande, mestrc'hoarierez echedoù belgiat.
Marvioù
kemmañ- 1834 : Joseph-Marie Jacquard, ijiner gall.
- 1941 : Rabindranath Tagore, skrivagner banglaek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1913.
- 1957 : Oliver Hardy, aktor ha kaner stadunanat.
Lidoù
kemmañ- Katoligiezh:
- Sant an deiz : Santez Gwerborc'h.