760
bloavezh
Ar bloaz 760 a zo ur bloavezh bizeost hag a grog ur Meurzh.
Kantvedoù 7vet kantved - 8vet kantved - 9vet kantved |
Dekvloazhiadoù 730 – 740 – 750 - Bloavezhioù 760 - 770 – 780 – 790 |
Bloavezhioù 757 – 758 – 759 – 760 – 761 – 762 – 763 |
760 dre danvez | |
Politikerezh | |
Pennoù stad - Broioù emren | |
Ganedigezhioù ha marvioù | |
Ganedigezhioù - Marvioù | |
Savadurioù ha dispennadurioù | |
Savadurioù - Dispennadurioù |
Deiziadur juluan | 760 DCCLX |
Ab urbe condita | 1513 |
Deiziadur armenian | 209 ԹՎ ՄԹ |
Deiziadur Bahá'í | -1084 – -1083 |
Deiziadur berberek | 1710 |
Deiziadur boudaek | 1304 |
Deiziadur sinaek | 3396/3456-Kemennad faziek : dianav eo an arouezenn boentaouiñ "[".-Patrom:Chinese calendar/day/57/35 (己亥年月日) — da — 3397/3457-11-20(庚子年十一月二十日) |
Deiziadur koptek | 476 – 477 |
Deiziadur etiopek | 752 – 753 |
Deiziadur hebraek | 4520 – 4521 |
Deiziadurioù hindouek | |
- Vikram Samvat | 815 – 816 |
- Shaka Samvat | 682 – 683 |
Deiziadur holosenek | 10760 |
Deiziadur iranek | 138 – 139 |
Deiziadur islamek | 142 – 143 |
Deiziadur japanek | |
- Bloavezh impalaerel | Kōki 1420 (皇紀1420年) |
Deiziadur korean | 3093 |
Deiziadur heolek Thai | 1303 |
Darvoudoù
kemmañEuropa
kemmañ- Ebrel : skoulmañ a ra an dug Autchaire hag an eskob Remedius, kaset gant roue ar Franked Pepin ar Berr, un emglev gant ar pab Paol Iañ ha roue ar Lombarded Dider : asantiñ a ra Paol da baouez arc'hiñ tiriadoù bennak ha da baouez klask lakaat ur warezveliezh war Spoleto ha Benevento.
- Taget eo Septimania hag Akitania gant Pepin ar Berr, roue ar Franked. Aloubiñ a ra Carcassona, Toloza, Rodés hag Albi. Rasket eo douaroù an Iliz gant an Dug Waiofar, ha preizhet eo Bourgogn gantañ. Aloubet eo Berry hag Aovergn, dindan beli Akitania, gant Pepin, ha kemeret eo kreñvlec'h Bourbon ha Clermont gantañ. Trec'het eo bagadoù Basked Waiofar gant ar Franked, ha harluet int e Norzh Frankia gant o gwreg ha bugale.
Breizh-Veur
kemmañ- Emgann Hereford : rouantelezhioù kembreat Brycheiniog, Gwent ha Powys zo trec'h war Mercia hag he roue Offa. En em zieubiñ a reont eus krog an Angl-ha-Saozon.
- Savet eo Kleuz Offa d'ar mare-se etre Bro-Saoz hag ar rouantelezhioù kembreat.
Azia
kemmañSina
kemmañ- Bac'het er gêr eo bet-impalaer Xuanzong gant an tizhog ofisiel Li Fuguo.
- En em ledañ a ra Rouantelezh Nanzhao e Su Sina a-vremañ, e korn-bro ar stêr Irrawaddy, da gentañ e Birmania, goude er Su e Norzh Laos ha Thailand.
- Kregiñ a ra Lu Yu da skrivañ Klasik an Te.
Afrika
kemmañAmerika
kemmañMezoamerika
kemmañ- Dilezet eo kêr vaya Dos Pilas (e Guatemala a-vremañ) goude bezañ en em savet Tamarindito ha Petexbatún a-enep aotrouien Dos Pilas.
Arzoù ha skiantoù
kemmañ- 20 Mae : tremen kometenn Halley
- Diazezet eo iliz Santa Sofia e Benevento gant Dug Lombardia Arechis II.
- Savet eo templ Kailasa dindan urzh Krishna I, eus an dinastiezh Rashtrakuta (India a-vremañ).
- Anvet eo Bregowin arc'heskob Kêrgent (Bro-Saoz).
Ganedigezhioù
kemmañ- Theophanes ar C'hoñfesor, manac'h bizantion (pe 758).
Marvioù
kemmañ- 11 Mae[1] : Gangolf a Avallon, merzher an Iliz katolik.
- Dumngual III, roue Brezhoned Strat Clut (Bro-Skos a-vremañ).
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Jacques-Paul Migne Encyclopédie théologique, 1850